Lañsed oa bed projed ‘Hanoiou-lec’hiou Breiz Izel’ (HLBI) ganiñ, Iwan Wmffre, ba’r bloaƶ 2015, da heul ur projed leshanved ‘Dictionnaire de la Prononciation des Toponymes Bretons’ (DPTB) na oa ked deud a-benn d’avañsi goude oa embanned e baliou gant Humphrey Humphreys – ma zad – en 1986. Penaoz ta oa deud ar soñj da sevel ar projedou-ma ? Dre interez ha karanteƶ evid ar brezoneg hag ur c’hwant d’anaoud gwelloc’h hon bro dizano, he yez hag he c’hevridigez. Se so sklêr a-walc’h, med evid kompren gwelloc’h vije dao iveƶ anaoud ar froudenn soñj a heulie aozer ar projed, spered ur lignez emzaverien a oa tomm o c’halon d’ar pez a rênt ‘brezoneg béo’ deuzoutañ.
Deud oa ar ‘brezoneg béo’ war vel evel frazenn evid ar vech kenta dindan bluñvenn ar skrivanier Yeun ar Gow ba fin ar bloaveziou 1930.